Dictionnaire de l'informatique
extracteur ◊ extractor ◊ eztenner g. ―ioù
Unan eus an daou vollad a ya d'ober ar gouarner meziantel. Trigañ a ra er vemor greiz, ha gorren stlennadoù a-zivout arc'hwelerezh an urzhiataer, ouzh o c'hadaviñ a-dreuz d'ur vemor skurzer war ur skor etreat (kantenn pe lurell).
Pevar mod eztenner a ziforc'her : 1) ar mod oliata (dezrann ur goulev ditour ha ditour war-benn sevel an tellun anezhañ) ; 2) ar mod standilhonañ ; 3) ar mod darvouta ; 4) ar mod kemmesk (standilhonañ ha darvouta).