Dictionnaire de l'informatique
fractale ◊ fractal ◊ brevenn b. ―où
Krommenn pe c'horreenn a zo dezhi ur stumm direoliek kenan ha diouzh an dro dastammet, bruzhunek, forzh pe skeul a ve d'an desell.
Ganet e vez peurliesañ ar brevennoù diwar-bouez araezadoù isrannañ askizat, war-benn mirout ar stumm hollek da geñver an didroc'hadoù kenheuilh. Krommennoù Peano, malzennoù Koch, euzhennoù Cantor zo skouerioù a ergorennoù brevel.
En draelezh, un aod zo un hennad graet a vunudoù diniver ha kenempret na c'haller ket diren d'ul lerc'hiad regennoù. N'eus ket ken regennoù, n'eus ket c'hoazh ur c'horreenn, lavarout a reer ez eus ur vrevenn.
Sl. [dimension fractale]