Dictionnaire de l'informatique
gamme ◊ computer range ◊ stuc'had g. ―où urzhiataerioù
Teskad kevanlen urzhiataerioù arougoret gant un oberier, o c'holeiñ ur skalfad didorr pe-dost galloudezhioù riñvañ. Dewerzhet e vez ar galloudezhioù-se e MIPS (milion a zitouroù dre eilenn) evit an urzhiataerioù skeuliadel hag e Mflops (megaflops, milion a niñvadurioù tonn dre eilenn) evit an urzhiataerioù sturiadel.