br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


implémentationimplementationkeflouerañ

Aozañ ha desezañ war un urzhiataer ur meziant, ur prestiant pe ur reizhiad korvoiñ ; dre astenn ster, an engwazañ anezho.

Ar Sz. implement "ostilh, ardivink, prest" ha to implement "gwerc'hekaat (ur gevrat) ; erounit ; kefleuniañ (un engouestl)" zo warno roud eus al La. impleo "leuniañ ; kefleuniañ ; ensammañ (ur garg, ur roll) ; seveniñ (ur bromesa, ur ratozh)". Ar ster stlennegel zo ennañ ar c'healioù : 1) oberiañ (ur meziant, h.a.), eleze e ergrafañ hag e seveniñ ; 2) e ebarzhiñ en un urzhiataer ; 3) e lakaat en arc'hwelerezh. Dilezet eo bet ar Br. kefleuniañ arveret da gentañ, pa na c'holo ket ar gemalenn argerzhioù desellet (kefleuniet e vez un ober, un arc'hwel, un erbar) - amañ, a-raok kas da benn un arc'hwel, ez oberier an organ hag en en gougevaner ouzh korf an ijinenn ma arc'hwelo. Alese, ez eus bet kavet gwell ober gant ur stirann dezhi un durc'hadur ster amploc'h ha klokoc'h ege -leun- a zo -louer-.

Merkañ e c'hallfe keflouerañ bezañ arveret ivez e tachenn ar gedvuhez evel Sz. to implement ha La. impleo : keflouerañ ur gefridi, ur gevrat, h.a.

Sl. [installation]