br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


infographie interactiveinteractive computer graphicsstlenngevregañ etrewezhiat

Arverañ ar c'halvezderioù kevregañ er mod emzivizel diwar-bouez hewelioù. Ostilh an emziviz den-urzhiataer eo an unvez kevregouriezh etrewezhiat.

Ur meziant kevregañ etrewezhiat a c'hoarvez eus ur bodad goulevioù da vezañ ensoc'het e-barzh ur goulev arloañ a vo korvoet er mod emzivizel dre ur c'hehentiñ kevregat gant ur riñverez.

Ar goulun hollekañ eus an hedad goulevioù rekis a c'hoarvez eus an elfennoù-mañ :

- ur meziant deskrivañ o reiñ an tu, diwar ar stlennadoù pourchaset gant ar goulev arloañ, da enbonegañ an elfennoù a dalvezo d'ar c'hevregañ ;

- ur meziant darbariñ an hewelaat o kenaozañ, diwar ar c'hevregad enboneget, ul leurenn divvent war ur c'horreenn hewelaat derc'hek ;

- ur meziant elfennel amkanet da zedaoliñ ar c'hevregad disoc'h diwar ar gwehentoù pourchaset gant ar meziant darbariñ an hewelaat. Kefridi ar meziant elfennet eo enta sevel ar restr hewelaat gwerc'hek ha ren ardoerezh ar skramm.

Pep hini eus ar meziantoù zo teir lodenn ouzh e ober :

- ur vezarc'h treolioù ;

- ul luniad roadennoù ;

- ur gouarner gwidennañ (pe dewezhier).