br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


ingénierie de systèmessystem engineeringijin ar reizhiadoù, reizhiadouriezh

  1. Micher an ergrafañ hag ar seveniñ reizhiadoù stlennegel a-geñver gant ezhommoù spesadel.

    Erbar ur reizhiad stlennegel a ya dre lankadoù diseurt :

    1. Studioù en argrec'h war hegoulzder an erbar (greadusted kalvezel, skog armerzhel ha kevredigezhel, h.a.).

  2. Studioù arc'hwelel da sevel ur roll a'n diferadurioù ha, da heul, erspizañ ent arc'hwelel ar reizhiad stlennañ a-geñver gant ezhommoù an arveriaded hag ar gorvoerion a liveoù diseurt.

    3. Studioù kalvezel war-benn despizañ an adeiladezh stlennegel en araez da zougen d'ar marc'hadmatañ bodad a-bezh keweriusterioù ar reizhiad stlennañ.

    4. Danzeadur an erbar seveniñ, e rakpriz, e galander ha desezadur e framm.

    5. Erspizadur munudaouet ar reizhiad, an digenaoz anezhi e molladoù periantel ha meziantel, despizadur ar c'hetalioù etre molladoù, deskrivadur pizh ar molladoù disheñvel.

    6. Prenañ ar periantoù skoueriek, ergrafañ ha seveniñ pe eilkevratiñ oberierezh ar periantoù spesadel.

    7. Prenañ ar prestiantoù, ergrafañ, dezrannañ ent frammel ha seveniñ ar meziantoù spesadel.

    8. Prientiñ an treugennadoù prouadiñ, ar goulevioù arnodiñ ha gwiriañ ar berzhded.

    9. Prouadiñ ha gwiriañ perzhded pep istrevnad periantel pe veziantel.

    10. Kevaniñ an istrevnadoù diseurt ha kevrikaat ar reizhiad en he fezh war ar savenn bourvezer.

    11. Prientiñ al loadoù arval, eleze ar mogeriadur, ar porzherezh tredan.

    12. An desezañ war al loadoù hag ar gougediañ ouzh stelidigezh an arval.

    13. Kevrikaat ar reizhiad war al load arval.

    14. Stummañ ar gorvoerion, an arveriaded, pourchas teuliadur an erbar.

    15. Luskañ ar reizhiad.

    16. Trezerc'hel ha dedreiñ ar reizhiad e-doug he hoali.