Dictionnaire de l'informatique
interruption hiérarchisée ◊ hierarchized interrupt ◊ span urzhazek
Span a-zalc'h ouzh ul live tevetek pe devetekoc'h. Pep hini eus al liveoù a c'hell bezañ antellet pe diantellet. Masklañ a c'haller ul live war-benn diwall dibun ur goulev diouzh nep span digoulz lakaet er-maez ar spanoù a-zalc'h ouzh liveoù anvaskladus. Pa na vez ket liveoù span urzhazek e-barzh ur reizhiad stlennegel, e vez ur mollad meziantel arbennik o naouaat ar goulennoù span hag o weredekaat ar poelladoù diazalc'h a-geñver gant o zevetegezh.