Dictionnaire de l'informatique
langage ◊ language ◊ lavar g. ―où, areg g. ―où
Ent hollekañ e reer eus ul lavar un trevnad arouezioù ha reolennoù ouzh o c'hevreañ. Pep arouez a ranner etre ur c'hanteul (he furm alvezel) hag un arganteul (he ster), a studier enta e-keñver he skrivadur hag he steradur. O c'hevreadur eo an doare m'emañ kempennet kenetrezo an arouezioù.
Ent louerel, er gedvuhez, e laka al lavar e penn kont gouzrec'hioù (tud) o lavarout, ergeñverennoù (traoù) a lavaront diwar o fenn hag an arouezioù a ya d'ober al lavar ent strizh. Distabil ha kemmus eo an ere etre kanteul hag arganteul koulz hag ar c'heñverioù etre kanteulioù : e pep pred e vez ar steradur e dalc'h dialusk an eulioù ("sterioù" ampleg ar realezh), ar c'hevreadur en arvar gwariadurioù an dareulañ.
Ur furm lavar, salv diouzh distabilded al lavar boutin, eo hini ar poellata, a studier dre ar boelloniezh. D'e zigej, e ranker goubarañ al lavar diouzh ar gouzrec'h eus un tu, diouzh an ergeñverennoù eus an tu all, eleze sonnañ steradur ha kevreadur. Un areg a reer eus hevelep lavar dibourc'het diouzh pep laoskentez etre kanteul hag arganteul, o kemplegañ d'ur framm reolennoù stabil ha kloz. Dre ma'z eo peurheboell an areg, eleze dre ma c'haller e embreger dre e ganteulioù, dre e furmoù alvezel enta hep mui damantiñ d'e arganteulioù, ez eo embregadus gant ijinennoù.
Endra ra ar yezhoù all gant an un ger evit lavar ar gedvuhez ha "lavar" an ijinennoù, e Br. e talc'her an termen lavar ent strizh evit ar gedvuhez (Gl. ar stlenneg : langage naturel ) hag e reer gant areg evit lavar ar boelloniezh (hag ar vezoniezh, pe boelloniezh jedoniekaet) ha "lavar" an ijinennoù.
Sl. [information] [représentation] [sémantique] [syntaxe]