Dictionnaire de l'informatique
langage de programmation ◊ programming language ◊ areg gouleviñ
Hollad an araezioù (arouezioù, gerioù, kendivizadoù) arveret da zeskrivañ e rezh ur goulev ar gwezhiadennoù da ren gant un urzhiataer.
Nep areg gouleviñ a seller ennañ ur steradur (ster ar gerioù ouzh e ober) hag ur c'hevreadur (kempenn ar gerioù oc'h ober ar frazennoù).
Bez' ez eus lies areg gouleviñ a rummer hervez o live, pe hentenn o aozerezh : areg ijinenn, aregoù erdu ijinenn (bonareg, areg kuntellañ), aregoù erdu arloañ pe uhellive (FORTRAN, ALGOL, APL, BASIC, PASCAL, h.a.).