Dictionnaire de l'informatique
matrice ◊ matrix, array ◊ oged b. ―où,rezi g. rezïoù
(Jedoniezh) Nep taolennad werzhadoù stalet hervez div vent : rezoù ha bannoù. Notet e vez lec'h pep gwerzhad dre ur meneg rez (savlec'h er rez) hag ur meneg bann (savlec'h er bann). Ren a reer war an ogedoù niñvadurioù hervez reolennoù ar riñverezh ogedel.
(Elektronik) Amred aozet diwar-bouez div steudad reelloù stalet a-genserzh ma vez graet an etrekennaskoù (dre ziodoù da skouer) e poentoù kenskej 'zo ha n'eo ket e re all. Mar bez ebarzhet arhentoù daouredel en eil steudad reelloù, e vez an arhentoù ec'hankat war ar steudad all e dalc'h an etrekennaskoù funiek. Emañ seurt etrekennaskoù dre ziodoù pe dransistorioù e diazez kalvezerezh ar memorioù sonn.