Dictionnaire de l'informatique
mémoire virtuelle ◊ virtual memory ◊ memor c'halloudel
Egor ennegañ arlakadel nad eo ket bevennet gant ment alvezel an trevnadoù kadaviñ. Kevenebet emañ amañ galloudel ouzh revoudel . An araezioù kalvezel arveret peurvuiañ da aozañ ur reizhiad memor c'halloudel boull d'ar goulever zo ar pajennañ hag ar c'hrennennañ emgefreek.
E kalvezder ar pajennañ , e vez dazrannet emgefreek ar goulevioù hag ar roadennoù etre bloc'hoù keit anvet pajennoù. Ennegoù an elfennoù a ya d'ober ar pajennoù a lavarer zo treuzkludadus, eleze a vez didermenet hepken dre werzhadoù dilec'hiañ daveel e diabarzh ar bajenn. Pep pajenn diouti he-unan a ampar un unvez keweriañ : gant ar reizhiad e vez didermenet emgefreek d'un ampoent lavaret he load alvezel er bennvemor pe en advemor. Hogen a-bennaenn, e vez brasoc'h hollad ar stlennadoù endalc'het er pajennoù eget endalc'h hollel ar bennvemor. Gant gerioù all, e vez kemm etre an ennegoù alvezel revoudel hegerz er bennvemor hag ennegoù arlakadel (galloudel) an holl stlennadoù bezant er reizhiad a-bezh. E-se, e termener ur vemor c'halloudel dre hollad an ennegoù daveet dezho en ur goulev lavaret, ent dizalc'h diouzh ment werc'hel ar bennvemor.
Ment ur vemor c'halloudel ne gav bevennoù nemet gant barr ennegañ ar reizhiad ha n'eo ket gant barr enderc'hel revoudel an ijinenn, o vezañ ma ne vez e-barzh ar bennvemor d'un ampoent lavaret nemet lodennoù gweredek ar goulevioù hag ar roadennoù. Ne vez karget ar pajennoù rekis er bennvemor nemet d'an ampoent ma vez ezhomm anezho ha goloet e vez ar pajennoù angweredek. Seurt argerzh a ampleg disloañ ar pajennoù etre pennvemor hag advemorioù (treuzkludañ dialuskel emgefreek an ennegoù).
A-gevenep da hentenn ar pajennañ o tastroc'hañ a-did ar goulevioù ha memorioù etre pajennoù keit, e c'hoarvez ar c'hrennennañ a rannañ ent vezoniel ar vemor a-geñver gant luniad ar goulevioù. O loc'hañ diwar ar bennaenn e c'hoarvez ur goulev "graet mat" a volladoù oc'h amparañ pep hini un hennad mezoniel, e tezever ne vez angorzhet bewech e-doug un amzer hir pe hiroc'h nemet ur mollad gant korvoidigezh ur goulev. Ent hollekoc'h, ijinennoù 'zo zo ganto trevnadoù da ardeiñ emgefreek treuzdoug ar c'hrennennoù etre pennvemor ha kantennoù, ar c'hrennennañ o vezañ kaset emgefreek gant ar c'hempunerioù.