Dictionnaire de l'informatique
menu ◊ menu ◊ lañser g. ―ioù
Roll an arc'hadoù pe an dibarzhioù lakaet dirak an arveriad da geñver ul labour er mod emzivizel.
E derou an estez labour, e vez gwereet al lañser war skramm an dermenell pe ar penel. An termeneller pe an oberataer a verk an arc'hwel a venn erounit, pe dre e niverenn pe dre zegas ar reti er par rekis. Al lañser hollek a c'hell lezel e lec'h gant ul lañser dibarekoc'h a-geñver gant an arc'hwel arc'het, warnañ roll munudaouek an arc'hwelioù eilrenk kinniget.
Mar bez ul logodenn pe ul luc'hfonn, e tesezer drezo ar reti pe un arhent war linenn al lañser a zibaber. Gwereet e vez evel-se lies lañser munudaouek ouzh munudaouek : da skouer, ur familh gevregezhioù, al livioù, ar gwiadezhioù, h.a.