br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


métiers de l'informatiquecomputer personnelmicherioù ls. (b.) stlennegel

Kement rumm arbennigourion 'zo o labourat e skourroù diseurt ar stlenneg : ar c'hoskor atebek war ar meziant (ijinourion ha dezrannourion, gouleverion ha dezrannourion c'houlever), ar c'hoskor korvoiñ (oberataerion, penelourion), koskor an euvriñ roadennoù, koskor an trezalc'h.

Gant emdroadur diastal ar reizhiadoù stlennegel hag astennadur herrek tachenn o dedalvezadoù e tiwan ingal perzhegezhioù nevez. Menegomp da skouer an ardead roadennoù, an ardead rouedad, ar robotegour, an naouegour, h.a.

E 1980, e Frañs, diwar c'houlenn an Tevezeg, e savas Jacques Tébéka un danvez rizhouriezh eus ar micherioù stlennegel, hervez tri domani obererezh :

~ ar stlennegezh diazez (aozennoù, periantoù, meziantoù diazez, rouedadoù) ;

~ ar stlennegezh skignañ (prestiantoù skoueriek ha gennadel, gwazadoù amledet war rouedadoù) ;

~ ar stlennegezh dedalvout (enarc'hwelañ ar c'hreizennoù keweriañ, degerzañ al loazioù stlennegel d'an arveriaded vihan hag etre).

O ledanaat ar stern, e teuer da heñvelekaat ar stlennegezh ouzh ar micherioù all, hag e komzer da skouer eus mestr oberour er stlennegezh.