br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


micro-ordinateurmicrocomputerkorrurzhiataer g. ―ioù

Urzhiataer savet en-dro d'ur c'horrgewerier, a ouzhpenner dezhañ an amva meziantel ha periantel ret da gewerierezh ar stlenn.

Framm hollek ur c'horrurzhiataer a c'hoarvez d'an nebeutañ eus ur gartenn amred enlouc'het o keneren ar c'hlozennoù diseurt : klozenn gorrgewerier (penngewerier), klozenn amzerierezh, klozennoù memor, klozennoù enankañ/ec'hankañ (klozennoù ketal ha kewerieroù enankañ/ec'hankañ).

Ar c'horrgewerier zo anezhañ peurliesañ un unvez kreiz kevanek e-barzh ur glozenn.

Kevredet ouzh ar c'horrgewerier, e vez kengewerieroù, familh a gewerieroù klokaat araezus da gefleuniañ ha da herrekaat arc'hwelioù 'zo.

Ar c'hlozennoù memor, kennasket ouzh bus diavaez ar c'horrgewerier, zo daou rumm anezho :

~ ar memorioù sonn ; hervez derez an hebleg c'hoantaet e reer gant tri seurtad : ar memorioù sonn ent strizh (ROM), oberiet er greanti ; ar memorioù sonn goulevadus (PROM), goulevet dieiltro gant an arveriad ; ar memorioù sonn raskladus hag adc'houlevadus (EPROM, REPROM) ;

~ ar memorioù bresk (pe memorioù haeziñ diforzh, RAM) a renker enno an argemmennoù hag ar goulevioù antrebad.

An trevnadoù enankañ/ec'hankañ : ar c'hlozennoù ketal hag ar c'hewerieroù enankañ/ec'hankañ a ya d'ober ar pep pouezusañ eus familh ur c'horrgewerier. Ergrafet e vezont evit labourat dindan reolerezh ur penngorrgewerier.