br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


microprogrammé, firmwarefirmwarekorrc'houleveg g. ―où, meriant g. ―où

  1. Trevnad korrc'houlevioù, arbennikaet diouzh ezhommoù an arveriad, boniet e-barzh ur vemor anraskladus en unvez kreiz, e amkan reoliñ an arc'hwelioù a dalvez da erounit ditouroù ar goulev.

  2. Bodad ar c'halvezderioù korrc'houleviñ. Loet emañ ar c'horrc'houleveg etre ar gouleveg hag ar funieg.

Dre amsteriañ e voe goveliet an amerikaneg firmware : a) oc'h intent ar c'horrgouleveg evel lodenn eus ar meziant sonnet er periant, eleze hanter hent etre meziant ha periant, e voe kemeret an adanv firm , hanter hent dre e ster etre soft ha hard ; b) war un dro edo kennotet e vez ar c'horrc'houleveg piaou d'an arveriad, eleze d'an embregerezh (firm pa.).

Ar galleg, tra ma terme betek neuze etre software ha programmerie hag etre firmware ha programme particulier, programmerie particulière , a erlec'hias e 1974 logiciel ouzh an daouad kentañ, nemet e talc'h d'ober gant firmware e-kichen ar c'hoveliadenn nevez microprogrammé.

Skouer a venn kemer ar brezhoneg diwar an amerikaneg o sevel an hiron meriant dre groaziañ meziant ha periant.