Dictionnaire de l'informatique
mode maître, mode superviseur ◊ master mode, supervisor mode ◊ mod lev, mod gourseller
Mod arc'hwelerezh un urzhiataer ma vez arveradus peurliesañ holl zitouroù ar c'havlec'h, en o zouez an ditouroù brientek, an haeziñ parzhioù gwarezet ar vemor o vezañ gallus ivez diwar-bouez alc'houezioù. War ijinennoù 'zo e vez ur mod lev harzek, o lezel arveradus an ditouroù enankañ/ec'hankañ hepken, pezh a ro d'an arveriad an tu da skrivañ ur stur trobarzhell hep ma ve en e gerz holl loazioù ar reizhiad.