Dictionnaire de l'informatique
modèle de données ◊ data model ◊ delvan roadennoù
Trevnad ergrafoù gant ar reolennoù d'o arverañ o talvout da zeskrivañ ha da frammañ un teskad roadennoù.
Evit deskrivañ ur saviad ez eus meur a rumm delvanoù gant pep a splet hag a zisplet.
An delvanoù klasel a ya d'ober an teir familh-mañ :
a) an delvanoù rouedadek , araezus da frammañ ur stlennvon en ur rouedad hennadoù kenereet ;
b) an delvanoù urzhazek , araezus da frammañ ur stlennvon en un urzhaz hennadoù kenereet dre liammoù urzhazek o-unan ;
c) an delvanoù daveaduriek , araezus da frammañ ur stlennvon (an hennadoù hag o ereoù) en ur bodad taolennoù, pe rezïoù, anvet daveadurioù.
Delvanoù nevez zo war ziorren : an delvanoù steraduriek , o reiñ deskrivadurioù pinvidikoc'h eget an delvanoù klasel.