br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


modulationmodulationgouluzañ, gouluz g. ―où

Kalvezder evit ouzhpennañ da naouusterioù un arhent daskemmadoù a-zalc'h ouzh naouusterioù un arhent all.

Er pleustr, e kaser war ar rouedad ur froum tredan sinuzoidel, anvet gwagenn douger pe dougerenn, a vez daskemmet a-drovezh un pe lies arventenn anezhi a-geñver gant an arhent stlenn da dreuzkas.

Pennañ arventennoù ur froum sinuzoidel zo an heled, an talm, ar c'houlz.

Ar gouluz heled , pe gouluzañ dre an heled , a c'hoarvez a lakaat da argemmañ heled uc'hek an dougerenn.

Ar gouluz talm , pe gouluzañ dre an talm , a c'hoarvez a lakaat da argemmañ talm an dougerenn.

Ar gouluz koulz , pe gouluzañ dre ar c'houlz , a c'hoarvez a lakaat da argemmañ ar c'houlz en orin an dougerenn.

Kempleshoc'h e c'hell bezañ kalvezderioù ar gouluzañ. Da skouer evit treuzkas roadennoù niverel, e c'haller deverkañ d'ar bitoù 0 hag 1 div werzhad diforc'h eus un arventenn dredan, lakaomp barroù 0 ha 5 volt. Gant liveoù niverusoc'h e c'haller ober ivez : da skouer, e-lec'h 0 ha 5 volt, kemer 0, 1, 2, 3 volt ha lakaat an kez liveoù da glotañ gant pep a lerc'hiad daou vit : 00, 01, 10, 11.

Korvo a c'haller tennañ ivez eus div arventenn war un dro, un dougerenn o vezañ gouluzet dre ar c'houlz hag an heled en ur ser da skouer.

Sl. [démodulation]