br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


MOSMOS, Metal Oxid SemiconductorMOS

Ledreüzenn oksidenn metal oberiet diwar-bouez gouzediñ ur metal war ur gwelead oksidenn, ledet e-unan war un dindanad ledreüs. Ar galvezouriezh MOS a dalvez da oberiañ transistorioù a rizh unvlein hag an amredoù uhelgevanek ez int parzhiat enno. Ar rizhoù MOS zo anezho :

~ MOS saneller p (◊ p-channel MOS, PMOS) ;

~ MOS saneller n (◊ n-channel MOS, NMOS) ;

~ MOS kenglokaus (◊ complementary MOS, CMOS) ;

~ MOS daouskignerezh (◊ double diffusion MOS, DMOS) ;

~ MOS uheldizh (◊ high speed MOS, HMOS) ;

~ MOS diazerc'h (◊ vertical MOS, VMOS).

Hervez div bennaenn ez arc'hwel an amredoù MOS. Er MOS mod arheskiñ (◊ depletion mod MOS), e vez reüs an amred en ezvezañs un arhent ; un arhent lankañ arloet ouzh an nor a zevoud un tolc'hañ argammedek en ur arheskiñ ar saneller. Er MOS mod arfonnañ (◊ enhancement mode MOS), e vez tolc'het an amred en ezvezañs un arhent ; un arhent lankañ arloet ouzh an nor a zevoud un didolc'hañ argammedek en ur arfonnañ ar saneller.