Dictionnaire de l'informatique
multiplexage temporel ◊ time division multiplexing ◊ liesplezhañ amzerel
Pennaenn ar liesplezhañ amzerel eo derannañ da bep termenell al loaz a-bezh e-doug ur pad bevennet, lieskement hag ur spas elfennel, a-genfeur da gas pep termenell. Bezet ul liesplezher amzerel o tegemer an ec'hodad eus peder zermenell 300 baod. Pep bit evodet eus un dermenell a bad 1/300 s. Al liesplezher zo o vont da standilhonañ lerc'h ouzh lerc'h, bep 1/1 200 s, dibennoù ar peder linenn o tont eus ar peder zermenell, war gelc'h, eleze an 1, an 2, an 3, ar 4, hag an 1 adarre, h.a. Standilhonet e vo pep linenn bep 1/300 s. Ar bitoù dastumet en doarE-se a vo kaset d'an diliesplezher war un amred roadennoù 1 200 bit/s.
Pep stroll 4 bit, ennañ pep a vit evodet eus an termenelloù, a anver un irienn. An diliesplezher, o tegemer al lerc'hiad iriennoù, a rank adsevel ar pevar zreizhid dizalc'h ; war-benn se e rank goubredañ diouzh poent derou pep irienn. Naouaat a ra kentañ bit pep irienn diwar-bouez un tun : ouzhpennet e vez ent reizhiadek, e penn kentañ pep irienn, ur gemalenn brennañ irienn. An kez kemalenn, naouaet gant an diliesplezher, a ro dezhañ an tu da c'houbredañ.