Dictionnaire de l'informatique
ordinateur ◊ computer ◊ urzhiataer g. ―ioù
Ijinenn elektronek goulevadus o keweriañ ar stlenn niverel.
Lankadoù danzeadur ur goulev zo :
~ al lankad dezrannañ ar gudenn da ziskoulmañ, o tisoc'h gant he lakaat e rezh treolioù, eleze en araez da vezañ keweriet emgefreek ;
~ al lankad gouleviñ ent strizh, anezhañ digenaozañ an treolioù en un heuliad niñvadurioù elfennel erounezadus gant an urzhiataer, hag enbonegañ an heuliad-se en un areg gouleviñ ;
Skrivet e vez ar goulev ur wech da vat, ent dizalc'h diouzh ar roadennoù ma toug warno, pezh en lak arveradus evit meur a spletad roadennoù - oc'h amplegañ enta en devez an aozer diawelet pep c'hoarvezuster.
Treuzskrivet e vez ar goulev hag ar spletad roadennoù war ur skor lennadus gant an urzhiataer - kartennoù treorc'hañ, kantennigoù, kasedoù - diwar-bouez benvegadoù dornel euvriñ stlenn. Lennet e vez kartennoù ar goulev gant ul lenner kartennoù kennasket ouzh an urzhiataer, treuzodet e vez o endalc'had en areg ijinenn diabarzh ha klenket er vemor. En araez e vez neuze an urzhiataer da erounit ar goulev.
Er mererezh, e ra peurliesañ ar goulevioù gant restroù boutin etre lies goulev : restroù koskor ar stal, restroù ar c'henderc'hadoù oberiet, restroù an arvalion, h.a. An kez restroù, a ya alies o ment en tu all da endalc'h ar vemor greiz, a vez kadavet e-barzh advemorioù, kantennoù pe lurelloù gwarellek ha treuzskrivet a-dammoù er bennvemor diwar c'houlenn ar goulev evit bezañ arveret pe hizivaet.
Amparet e vez un urzhiataer gant :
~ ur periant : anezhañ un unvez keweriañ kreiz, oc'h erounit emgefreek ar goulev, ditour ha ditour ; ur bennvemor, haezadus war-eeun gant an unvez kreiz, enni ar goulev (pe rann ar goulev dindan erounit) hag e roadennoù ; en trobarzh, unvezioù enankañ/ec'hankañ oc'h araezañ ar c'hehentiñ gant an den pe ijinennoù all, hag ivez advemorioù evit kadaviñ ar restroù ha parraat ouzh harzvent anhepkor ar bennvemor ;
~ ur meziant . Klokaet e vez ar periant gant ar meziant. Lennet diwar ar skor ma emañ kadavet, e rank ar goulev bezañ treuzodet en areg ijinenn hag erounezet. Hevelep gwezhiadurioù a ampleg an dasperzhiadur eus goulevioù all : goulevioù korvoiñ oc'h ardeiñ ar goulevioù arveriad, treuzoderioù, goulevioù mezarc'h n'o deus ket da vezañ adskrivet da geñver pep arloadenn, goulevioù kevrikaat o skoazellañ ar goulever da ziskoach e fazioù. Hollad ar goulevioù-se a ra ar meziant diazez, pourchaset peurliesañ gant an oberier, a-gevenep d'ar meziant arloañ, spesadel d'an arveriad.