Dictionnaire de l'informatique
asservissement ◊ synchrosystem ◊ yevañ
Rizh arouleviañ un argerzh a zo e bennaenn derc'hel gwerzh ur braster fizikel a-zalc'h ouzh an argerzh (lavaret gwerzh yevet) par d'ur werzh dave (anvet gwerzh yevañ). Hevelep arouleviañ a vez renet dre vuzuliañ pe a-gendalc'h, pe a-vareadoù ingal, ar forc'had etre gwerzh ar braster yevet hag ar werzh yevañ ha, diwar bep muzuliad, arc'hañ diouzhtu un dastaol da ziren ar forc'had da vann.