Dictionnaire de l'informatique
ordinateur à tolérance aux pannes ◊ fault tolerant computer ◊ urzhiataer heptreugus d'ar chanadoù
Urzhiataer lieskewerier adeiladezh c'hourleizhat gouest d'ober war-dro an teukadoù arc'hwelerezh ha mirout na ve displetaet an digonadur.
Ouzhpenn war ar gourleizhañ, emañ harpet an heptreugañ chanadoù war zinoiñ raktal an teukad, goubarañ an elfenn siek, adkefluniañ ar reizhiad stlennegel.
Div bennaenn a vez dedalvezet :
~ daou gewerier o labourat a-stur ; pa deuk an eil e teu egile raktal d'e amsaviñ ;
~ ur c'hewerier endra arc'hwel a gas ingal luniennoù eus e stad (◊ checkpointing ◊ gwiriata) d'un eil kewerier, anvet amsaver war c'hed, geder . Pa c'hoarvez ur chanad, e teu ar geder da astreizhañ ar c'heweriad dre adkefluniañ diwar al lunienn diwezhañ degouezhet.