Dictionnaire de l'informatique
phase ◊ phase ◊ koulz g. ―où
Er Fizik, stad un anadenn drovezhiek e-keñver he orin ; dewerzhet e vez dre un arstalenn gorn. Pa vez diaser div anadenn untrovezh, e lavarer ez int arunkoulz mar degouezh a un pred o uc'hegennoù hag o izegennoù ketep (korn koulz 0°) ; enepkoulz mar degouezh uc'hegennoù an eil a un pred gant izegennoù eben (korn koulz 180°). Ar c'horn koulz a anver c'hoazh forc'had koulz , diskoulz .
Ar c'houlz zo unan eus arventennoù gouluzañ un arhent en treuzkasoù kemblac'hel.