Dictionnaire de l'informatique
portabilité, transportabilité ◊ portability ◊ amloadusted b.
Perzh gant ur meziant pe ur prestiant da virout an holl chem a zo enno p'o arverer war ur periant all, priz o azasadur o vezañ bihanoc'h eget hini o adskrivadur. Dougen a ra an amloadusted war lies par :
~ areg skrivañ an arloadoù ;
~ ar restroù war lurelloù pe gantennoù gwarellek, disheñvel alies o skrivadur, o boneg hag o framm eus un oberier d'unan all ;
~ luniadezh ar meziantoù merañ hag ar stlennvonioù ;
~ an areg reoliñ e diazez ar meziantoù, ar restroù hag al loazioù da engwezhiañ evit un arload lavaret.