Dictionnaire de l'informatique
procédure ◊ procedure ◊ treugennad g. ―où
Kenster da isgoulev , isroudennad , an termenoù-mañ o vezañ boaziet evit an aregoù uhellive dreist-holl.
Bodad araezadoù da engwezhiañ evit diskoulmañ ur gudenn lavaret pe seveniñ un arload dibarek. An treugennad a-restr (◊ file procedure) zo un heuliad keweriadoù kavlec'hiet e-barzh reizhiad korvoiñ an urzhiataer.
Bodad reolennoù o talvout da enluskañ un arc'hwel lavaret. Pa lavarer treugennad x , ez eo x an arc'hwel da enluskañ : treugennad astreizhañ , treugennad kehentaat , treugennad gwiriañ kammadoù , treugennad reoliñ lanv , treugennad disloañ , treugennad haeziñ , treugennad digennaskañ , h.a. Pa lavarer treugennad y , e terc'henn y dezverk pennañ an arc'hwel enlusket : treugennad liespoent , treugennad lieslinenn , treugennad leddivblezh , treugennad goubred , h.a. Pa lavarer treugennad z , ez eo z kement hag un teskanv : treugennad BSC.
Sl. [sous-programme]