Dictionnaire de l'informatique
régénérateur, répéteur régénérateur ◊ regenerative repeater ◊ azganer g. ―ioù, arreer g. ―ioù azganer
Avead marc'het war ul linenn, o tezrannañ an arhentoù ha, pa vezont distavet ha torgammet, o c'henel hag oc'h ec'hodiñ un arhent unrezh d'an arhent orin. Nes a-walc'h d'ar c'haser e rank an azganer bezañ : en tu all d'ur pellder savelet (pellder eizik) ez eo re vras ar c'holl stlenn evit ma c'hallfe an arhentoù bezañ azganet.