Dictionnaire de l'informatique
report ◊ carry ◊ astaol g. ―ioù, dalc'hadenn b. ―où
Elfenn stlenn oc'h amredek etre rezadoù ur wikefre sammerezh.
Pa sammer daou niver daouredel, e ranker, da efediñ ar sammadur eus daou sifr a renk n , ober stad eus an dalc'hadenn eus ar renk n-1. Ent damkanel, e reer ar sammañ renk ha renk, o treuzdougen an astaolioù eus ar renk 0 a-zehou d'ar renk n a-gleiz. Seurt araezad zo hir da ren. Kalvezderioù all a arverer, da skouer kalvezder an astaolioù oglennek : sammañ a reer an holl sifroù daouredel hep astaol, da c'houde e sammer ar sammad darnel gant an astaolioù (oglenn gentañ) hag e kendalc'her betek ma vo heskaet an astaolioù.
Skouer eus un astaol oglennek :
0 1 0 1 1 1 0 1
+ 0 1 1 0 1 1 1 0
________________
0 0 1 1 0 0 1 1 sammad darnel
1 0 0 1 1 0 0 0 astaolioù darnel (oglenn gentañ)
________________
1 0 1 0 1 0 1 1
0 0 1 0 0 0 0 0 eil oglenn astaolioù
________________
1 0 0 0 1 0 1 1
0 1 0 0 0 0 0 0 trede oglenn astaolioù
________________
1 1 0 0 1 0 1 1 sammad disoc'hel.
Sl. [retenue]