br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


bande magnétiquemagnetic tapelurell b. warellek

Skor stlenn o c'hoarvezout eus ur vandenn vezell bouk, warni ur gwiskad oksidenn warelladus. Rannet e vez al lurell warellek etre 7 pe 9 danvez forzh anvet loabroù ma vez lerc'hwezet ar stlennadoù e rezh heuliadoù bitoù, pep bit o c'hoarvezout eus un daskemmad e gwarelladur al lurell. Al lodenn arverek eus al lurell a vez devonnet gant spegoù desezet e-tro 5 m diouzh an dibennoù.

Kementad ar stlennadoù a c'haller enbonegañ zo e dalc'h hed al lurell ha douester al lerc'hwezañ. An douesterioù lerc'hwezañ boas zo 200, 556, 800, 1600, 3200, 6250 bpi (bits per inch). Lies kas zo d'al lenn ha d'ar skrivañ stlennadoù, etre 10 000 ha 1 200 000 nod dre eilenn.

a-raok mont en arver e vez testeniet al lurelloù gwarellek diwar-bouez un trevnad arbennik anvet testenier. Gwiriañ a reer live an ec'hankañ, ar c'holloù stlenn, feur an darankadoù. war-benn mirout e-ratre ar stlennadoù endalc'het enno, e klenker al lurelloù gwarellek e-barzh un enkae hinaozet anvet lurellaoueg.