Dictionnaire de l'informatique
robot ◊ robot ◊ robot g. ―où
Ardivink o kemer lec'h an den da seveniñ labourioù.
Perzhioù ar robotoù zo : an emgefreegezh (gouest int da ren fiñvoù hep emell mab den) ; an hedroüsted (gouest int da seveniñ labourioù liesseurt) ; an unanazasausted (gouest int da zerc'hel stad eus ar metoù), hep kontañ ez int nerzhek, gwevn, tuek.
Tri remzi zo bet d'ar robotoù :
1. Ar robotoù deskoniat, o kadaviñ ar fiñvoù bet goulanket outo, hag ouzh o dianeilañ dik.
Ar robotoù goulevet, oc'h erounit ar fiñvoù lanket gant o urzhiataer reoliñ.
3. Ar robotoù unanazasaus, oc'h engwerc'hañ argemmadoù ar metou diwar-bouez enankerioù nesva, fraouvaoù striv, kameraoù pellwel.
E teir zachenn e vez arveret ar robotoù :
~ ar meteier galen (derc'hanel, an ec'hegor, an danvor) ;
~ ar vezekniezh, da skoazellañ an nammidi ;
~ ar greanterezh, gant ar robotoù greantel.