Dictionnaire de l'informatique
sécurité informatique ◊ electronic data processing security ◊ diogelroez stlennegel
Hollad an diarbennoù amkanet da startaat gwarez alvezel an araezioù keweriañ, ar skoroù stlenn, kevanlen ha dangelez ar stlennadoù. Tri arvez zo d'an diogelroez stlennegel :
1. Gwarez an amva evit a sell ar c'hoskor hag an desezadoù alvezel.
An distrut, eleze gouested ar reizhiad da herzel ouzh nep argeziad haeziñ pe daskemmañ ar restroù e-maez aotre.
3. Ar soliusted, eleze ar gwarant e vez kewir ar roadennoù keweriet hag an disoc'hoù dedaolet, kuit a gammadoù, a ziankoù pe a dreuzdewezhiadoù.