Dictionnaire de l'informatique
base de données : mise en œuvre d'une ◊ database implementation ◊ engwezhiañ ur stlennvon
Ur wech danzeet, e rank ar stlennvon bezañ kempennet e sell d'ar c'horvoerezh, a lavarer c'hoazh : engwezhiet. An tennadoù-mañ a ya d'ober argerzh an engwezhiañ :
1. Diwar-bouez an areg deskrivañ roadennoù azas, kadaviñ deskrivadur ar stlennvon e-barzh ar reizhiad ardeiñ stlennvon. Eno ez a d'ober goulun ergrafañ ar stlennvon, dizalc'h diouzh nep arload hag ivez diouzh framm kadaviñ ar roadennoù war ar skoroù stlennegel.
2. Prientiñ ha kadaviñ ar goulun diabarzh, eleze deskrivañ framm kadaviñ ar roadennoù war ar skoroù stlennegel, despizañ ar reolennoù kenglotañ etre ar goulun diabarzh hag ar goulun ergrafañ.
3. Prientiñ ha kadaviñ ar goulunioù diavaez hag ar reolennoù kenglotañ etre ar goulunioù diavaez hag ar goulun ergrafañ. Ur goulun diavaez zo deskrivadur ar stlennvon diouzh ur selled dibarek, eleze deskrivadur ur stlennvon galloudel renet adal ar stlennvon revoudel.
Peurliesañ e teskriv ar goulun diavaez ar selled eus un istrevnad er bon (a se en en anver ivez isgoulun), o reiñ tro da c'havaelañ ul lod hepken eus ar roadennoù, da gemmañ o anv pe o rezh pe c'hoazh o framm en un amgant piaouel d'an delvan roadennoù arveret. a-zalc'h ouzh pep arload emañ ar goulun diavaez o teskrivañ ar selled a zo e hini.
4. Kargañ (kentaskrivañ) ar stlennvon : anv zo amañ a ebarzhiñ er bon an holl werzhadoù a-geñver gant stad derou ar roadennoù deskrivet.
Renet e vez argerzh an engwezhiañ dindan reolerezh ardeaded stlennvon. Ur wech echu lankad an engwezhiañ, gant kadaviñ ur goulun diavaez da nebeutañ, e vez korvoadus ar stlennvon. Graet e vez ar c'horvoerezh diwar-bouez un areg dazverañ ar stlennadoù : bodad arc'hadoù gant ar reolennoù d'o arverañ evit krouiñ, eztennañ, daskemmañ, dilemel roadennoù e-barzh ar bon.