Dictionnaire de l'informatique
sémaphore ◊ semaphore ◊ semaforg.semaforioù
Kalvezder o talvout da reoliñ an erounezadur eus argerzhioù a-stur.
El liesgouleviñ, ez eo ar semafor arhent gwareziñ un arroud eizik o c'hoarvezout eus un argemmenn hag ul lostennad. Hervez stad an argemmenn, e vez roet d'an argerzh o c'houlenn an arroud eizik pe ar gerz anezhañ, pe ur renk el lostennad.
Er rouedadoù, ez eo ar semafor ar saneller arhentañ arveret etre daou drec'haoler amzerel evit treuzkas ar stlennadoù mavek ret da gehentaat daou goumananter.