Dictionnaire de l'informatique
bibliothèque ◊ library ◊ mezarc'h b. ―ioù
Bodad treugennadoù pe goulevioù rakkempunet lakaet e kerz ar c'houleverion. Ur vezarc'h prevez a vez amberzet evit tud 'zo hepken. En eneb, ur vezarc'h foran a vez hegerz d'an holl.
Ur vezarc'h goulevioù pe gouleviaoueg pe c'hoazh u goulevrank (◊ lprogram library) a vez ouzh he ober ar goulevioù o-unan gant an teulioù displegañ o reiñ kel eus o amkan, domani o gwiriegezh, o destrizhoù dibarek, an amva a amplegont (goulevioù all, periantoù), modelezhioù resis o engwezhiañ.
Anv a reer ivez eus lurellaoueg, lurellrank (◊ tape library), meziantaoueg, meziantrank (◊ softawre library), h.a.
Pep oberier urzhiataerioù a zero ur vezarc'h goulevioù araezus da ziskoulmañ kudennoù ordinal ar c'houleverion (riñverezh ogedel, kevreizhennoù boas, rummañ, h.a.). Galvet e vez hevelep goulevioù mavek gant ar goulev a skriv an arveriad ha gougevanet er goulev erounezadus gant an embanner ereoù, goulev spesadel lodek e reizhiad korvoiñ un urzhiataer.
Sl. [bandothèque] [programmathèque]