br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


système de gestion de performance des ordinateurs, S.G.P.O.computer performance management systemreizhiad ardeiñ digonadur an urzhiataerioù, RADU

Reizhiad ventawouriezh stlennegel o talvout da arheuliañ diastal dedroadur digonadoù ur greizenn riñverezh. C'hoarvezout a ra eus :

~ un reizhiad enankañ an digonadoù ;

~ ur stlennvon digonadoù ;

~ ur bodad taolennoù bourzh ardoerezh stlennegel.

ERGRAFAÑ HA SEVENIÑ UR RADU.

Da ergrafañ ur RADU, e lakaer e penn kont ar c'healioù-mañ :

~ ar frammañ urzhazek ;

~ an euvriñ emgefreek ar roadennoù ;

~ an ardeiñ a-nemedenn ; sturiañ ur reizhiad stlennegel zo kement ha gwiriañ e tedro hervez an erolad merket en derou ; dereizhañ ivez an erolad, disaouzanañ ar reizhiad, bewech ma forc'h diouzh an amkanioù - alese ar ret evit ar RADU sevel stadoù oc'h ober kel eus ar plegennoù nemedel hepken e doare ma ve delec'hiet, deveizet ha dereizhet ar c'hammarc'hweladoù ; e berr, danevell a vez savet eus an nemedennoù hepken, pa vez disoc'hoù forc'hat pe pa c'hoarvez ur blegenn o c'houl emelladenn, ar plegennoù reol o vezañ stadet diwar-bouez danevelloù kendod hepken ;

~ an atersiñ ar stlennvon digonadoù en amzer werc'hel .

AN UNVEZIOÚ EUVRIÑ :

~ ar gouarner periantel ;

~ ar rakkeweriader sanellerioù , e arc'hwel dec'havaelañ ha dezrannañ a-gendalc'h an holl arc'hadoù o treizhidañ dre ar sanellerioù ;

~ ar c'hetal , gouest da gevanaat ha da geflenañ muzulioù a orin periantel ha muzulioù a orin meziantel ;

~ ar rakkeweriader rouedadoù , ostilh gwiriañ hag evezhiañ ar rouedadoù stlennegel ;

~ ar gouarner evezhiañ pellstlennegezh , unvez o talvout da studiañ an dreizhidell war al linennoù gouruheldizh ;

~ an unvezioù gouarnerezh eilrenk , o amkan evezhiañ a-drebad urzhiataerioù strewet en douaregor.

AR BONIOÚ ROADENNOÚ.

Ar galon int d'ar reizhiad : war gantennoù endalc'h bras e vez treuzdouget an holl stlennadoù digonadel dastumet ha rakkeweriet gant an unvezioù euvriñ. Seurt stlennvonioù a c'haller atersiñ en amzer werc'hel.

UNVEZIOÚ GWEREAÑ AN TAOLENNOÚ BOURZH.

~ ar moulerezed kevregañ , o voulañ taolennoù bourzh e meur a stumm : krennvaoù, tellunioù, danevelloù a-nemedenn, lieskevregoù, danevelloù argemmañ, danevelloù kendod.

≈ Ar c'hrennva . Gant an daolenn-mañ e kaver feur arver loazioù 'zo e-doug an troc'had amzer dindan dezrann.

≈ An tellun . En daolenn-mañ emañ dedro gweredadur ar vemor en amzer.

≈ An danevell a-nemedenn . Seurt rizh taolenn a gevaraez anaout en un taol sell an distremenoù gwehin eizik c'hoarvezet en arveradur ar reizhiadoù e-doug an troc'had amzer dindan dezrann.

≈ Al lieskevreg . An daolenn-mañ a dalvez da arheuliañ an dedroadur ha da geflenañ en amzer ar gweredadur eus lies meneger digonadur.

≈ An danevell argemmañ . Lakaat a ra war wel gweredadur ur meneger digonadur a-geñver gant gweredadur ur meneger all pe un dave.

≈ An danevell gendod . Taolennañ a ra dedroadur al loazioù miz ha miz, en ur lakaat kemm etre ar bec'hioù keitat hag ar bec'hioù uc'hat, gant ar marzioù diogeliñ hegerz.