Dictionnaire de l'informatique
système expert ◊ expert system ◊ kevarouezer g. ―ioù
Trevnad meziantoù o korvoiñ gouezadoù o tennañ d'un domani dibarek hag o tegouezhout gant disoc'hoù heñvel ouzh re ur c'hevarouezour.
O soliañ war galvezderioù an naouegezh alvezel, e c'hoarvez ar c'hevarouezer eus :
~ un trevnad emziviz ;
~ un bon gouezadoù pe gouezvon, trevnad reolennoù ha trareolennoù a ya d'ober chem ar c'hevarouezer ;
~ ur bon devoud, anezhañ roadennoù spesadel ar gudenn desellet ;
~ ul lusker treren, o tewezhiañ roadennoù ar bon gouezadoù hag o savelañ bellerezhioù ha darnoderezhioù arverañ an kez gouezadoù.
Tachennoù dedalvout ar c'hevarouezerioù a ya war baotaat : adalek ar gwellekaat an imbourc'h war an tireoul betek an ergrafañ ameilet dre urzhiataer pe mererezh ar gouzeuladoù kevredigezhel, gwirioù an diwaziaded, trezalc'h ar strammoù greantel, h.a.