Dictionnaire de l'informatique
traceur électrostatique ◊ printer plotter ◊ tresell dredansavel
Rizh tresell ma vez ur penn tredansavel graet gant ur stroll elektrodoù arloet outo ur barr uhel, oc'h arzodiñ bec'hiadoù ouzh ur paper arbennik a zo warnañ ur goc'henn gaeell ; pep bec'hiad, goude soubañ en ur poultr karbon anvet toner ha tommañ dre ur forn, a lez al lec'h gant ur merk moulet. Ar stummoù da dresañ (testennoù, kevregoù, skeudennoù) kadavet e memor an urzhiataer e rezh restroù sturiadelloù a vez en doarE-se arzodet war ar paper. Digonadoù : testenn, 2 000 linenn/min ; kevreg, 10 cm/s.