Dictionnaire de l'informatique
translation dynamique ◊ dynamic relocation ◊ treuzkludañ dialuskel
Gwezhiañ renet war ur goulev kargadus, o talvout da ensezañ ar goulev e nep lec'h dieub bras a-walc'h eus pennvemor un urzhiataer. Graet e vez neuze an treuzkludañ ennegoù n'eo ket da geñver ar c'hargañ met da boent an erounit, dre arverañ marilhoù treuzkludañ.