Dictionnaire de l'informatique
transparence ◊ transparency ◊ boullded b.
Perzh ur reizhiad e-keñver un arveriad pa arc'hwel hep ma ve merzhet he bezañs. Da skouer, e vez boull da arveriaded ar pellgomz kalvezderioù ar gouluzañ dre skogañ ha bonegañ.
Perzh ur steudad stlennadoù e-keñver an avead ma tegouezh gantañ pa vezont darbennet evel roadennoù lazek ha n'eo ket evel stlennadoù gwiriañ. Da skouer, nep lerc'hiad bitoù na vez ennañ kemalad ebet ouzhpenn pemp 1 kenheuilh zo boull d'ur c'houbler HDLC (◊ high level data link control).