Dictionnaire de l'informatique
transposition d'un logiciel ◊ software transformation ◊ treuzlakaat ur meziant, degempenn ur meziant
Daskemmañ bras pe vrasoc'h ur meziant d'e amloadusaat, eleze ober dezhañ bezañ korvoadus war un ijinenn disheñvel diouzh an hini ma voe savet eviti da gentañ.
An treuzlakaat a c'hoarvez a wezhiadurioù diseurt : amdreiñ, emdizhañ, amloadusaat, trezalc'hadusaat, treuzodiñ.
An amdreiñ zo anezhañ ren, war un teskad goulevioù ha restroù korvoet gant ur reizhiad lavaret, an terkadoù ret d'o c'horvoiñ war ur reizhiad all.
An emdizhañ zo anezhañ, da geñver erlec'hiañ ur stlennvon ouzh un teskad restroù ha/pe treuzfurmiñ mod korvoiñ keweriadoù 'zo, ren an terkadoù ret da engwezhiañ handelv nevez ur meziant diazez.
An amloadusaat zo anezhañ savelañ ha dedalvout an hentennoù, ar reolennoù hag an araezioù ret da engwezhiañ arloadoù war beriantoù pe amvaoù reizhiadel disheñvel.
An trezalc'hadusaat zo a-geñver gant savelañ ha dedalvout hentennoù, reolennoù hag araezioù da wellaat aozioù trezalc'h ar goulevioù evit a sell soliusted (parraat ouzh riskl an argizañ) hag efedusted (bihanañ koustoù ha gedvezhioù).
An treuzodiñ zo anezhañ treiñ ar goulevioù skrivet en un areg kudennus a-fet trezalc'herezh (hegerzded, koust ar gougonadoù, ungenezhded an aregoù en ur greizenn studi) en un areg all azasoc'h.