Dictionnaire de l'informatique
Boole : algèbre de ◊ Boole algebra ◊ aljebr Boole
Diskiblezh diazezet gant George Boole (1815-1864) da amkan dezhi jedoniekaat ar boelloniezh, treuzfurmiñ e riñvennoù arc'hwelioù 'zo eus al lavar ha lakaat ar poellata e rezh ataladoù. Dedalvezet e voe gant Shannon e 1938 d'an amredoù elektronek a-raok dont da bennaenn arc'hwelerezh an urzhiataerioù. Mezoniezh a reer eus ar boelloniezh jedoniekaet.