Dictionnaire de l'informatique
vitesse de signalisation ◊ signalling speed ◊ tizh arhentañ
Mentad naouus d'an aveadurioù genel an arhentoù, despizet evel ginad ar pad elfennel piaouel da bep aveadur.
Ar pad elfennel eo ar c'heidad amzer ret da dremen eus ur stad d'ur stad all eus an arhent.
Mard eo t , en eilennoù, ar pad elfennel, ar c'hementad t⁻¹ zo par d'an niver uc'hek a wechoù dre eilenn ma c'hell an arhent kemmañ stad. Ar ventad-mañ, dezhi an atalad mentawouriezhel T⁻¹ , zo an tizh arhentañ evit un aveadur dibarek ha dewerzhet e vez e baodoù.
Pa vez arveret div stad hepken (div werzhad evit an tredanvarr, pe an heled, pe an talm, pe ar c'houlz), e trehent ur bit dre bad elfennel, hag ar c'has daouredel, e bitoù dre eilenn, zo par d'an tizh arhentañ e baodoù. Hogen, mar greer gant un arhentañ lieslive, war 2ⁿ live da skouer, ez eo ar c'has daouredel par da n gwech an tizh arhentañ.
Arzalc'het e vez kellusk an arhentañ diwar-bouez ur padrezh, lerc'hiad skogoù reizhkorn unrezh keidesaouek, ganet gant ur padrezher (ul luskellader). Modemoù 'zo zo dezho o fadrezher - tro a roont d'ar rizh treuzkas anvet goubred. Modemoù all n'o deus padrezher ebet ha kellusket int dre ur padrezh pourchaset gant an dermenell, pezh a ro tro d'ar rizh treuzkas anvet ec'houbred.