Dictionnaire de l'informatique
acquisition de données ◊ data acquisition ◊ gorren roadennoù
Argerzh, emgefreek peurliesañ, dastum roadennoù e sell d'o c'heweriañ dre un urzhiataer. Arveret e vez ar c'herienn-mañ er greanterezh pa vez kennasket rag-eeun un urzhiataer ouzh an enankerioù. Er mererezh, e komzer kentoc'h a euvriñ roadennoù, renet dre an dorn pe adal termenelloù.
Ar gorren roadennoù a lavarer keflinenn pe en amzer werc'hel pa emell an urzhiataer war-eeun e dastum ar stlennadoù ha pa c'hell, da heul, korwerediñ warnañ. Ar gorren roadennoù a vez graet diwar-bouez trobarzhelloù diseurt evel luc'hlennerioù pe warellennerioù pe, rag-eeun, dre enankerioù o vuzuliañ an anadennoù da studiañ ha da reoliñ : bez' e vez anezho peurliesañ enankerioù arhentoù kemblac'hel, oc'h enderc'hel da c'houde un amdreiñ kemblac'hel/niverel evit ma ve keweriet gant ur riñverez niverel ar stlenn gorreet .