Dictionnaire de l'informatique
bureautique ◊ office automation ◊ bureveg g.
(Gant Louis Naugès, e 1976, e voe luniet an termen gallek.) Dedalvezerezh ar stlenneg d'al labourioù burev, evit a sell dreist-holl keweriañ emgefreek ar c'hemennadoù furmel hag an testennoù.
Er bureveg e c'hoari an ostilhoù euvriñ, kadaviñ, keweriañ, dezougen ha skignañ ar stlenn hag an arver anezho evit ardeiñ ar c'hemennadoù furmel e-barzh an aozadurioù.
A-c'houde 1988, gant dedro ar periantoù, ez eo aet ar bureveg diforc'h diouzh ar stlenneg e kement ma ne rekiz ket ur c'hoskor stlennegour da vezañ embreget.