br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


calculateur analogiqueanalog computerriñverez b.―ed kemblac'hel

Ijinenn riñvañ aozet war-bouez niñvaderioù oc'h arc'hwelañ a-gemblac'h gant ar brasterioù a venner darvanañ. Ar c'hemblac'h dedalvezet er rizh riñverezed-mañ eo ar c'hemblac'h tredanel. C'hoarvezout a ra a etrekennaskañ niñvaderioù da sevel un amred tredan o kemplegañ d'an hevelep ataladoù jedoniel hag an anadenn fizikel, kimiek, armerzhel a venner studiañ. An niñvaderioù linennek zo anezho peurliesañ ar sammer, ar ginader, ar sammeger, ar c'hadaver hag ar pebeiler ; an niñvaderioù anlinennek hag ar ganerioù kevreizhennoù (kevreizhennerioù).

Endra zibun a-gemal ar riñvadoù e-barzh un urzhiataer, en ur riñverez kemblac'hel e tedroont a-stur. Kevrediñ a reer riñverezed kemblac'hel hag urzhiataerioù war-benn skañvaat gouleverezh ar rE-se hag ivez heblekaat an darvanerezh - disoc'h ar c'hevrediñ o vezañ ar riñverez hiron. An hironadur a vez renet e liveoù diseurt eus ar meziantoù pe ar periantoù, hag ar peuraozad a c'hell bezañ a lañs kemblac'hel pe a lañs niverel.

Ha pa ve fizikel, kimiek pe bevedel an argerzhioù studiet, e ro ar riñverez hiron an tu da imbourc'hiñ o monedigezh a-geflen gant dedro an amvaoù o werediñ warno. Pa vez kel a argerzhioù greantel, e kevaraez an darvanerezh rakwezat da erwelout an holl blegennoù, reol pe deukadek. Ur surentez e vez ouzh ar fazioù ergrafañ.