br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


césurehyphenationhosk g. ―où (Trost.)

Troc'h lakaet etre div lizherenn eus ur ger e dibenn linenn, al lodenn goude an hosk o vezañ kaset e derou al linenn da heul.

An termenoù-mañ a arverer e tachenn an hosk :

~ Br.hoskiñ (Sz. hyphenate), break , Gl. faire une césure ), "troc'hañ ur ger e dibenn linenn" ;

~ Br. kedell hoskiñ pe hoskell b.où (Sz. conditional hyphen , Gl. trait d'union conditionnel ) "kedell lakaet en troc'h dibenn linenn" ;

~ Br. kedell anhoskus (Sz. nonbreaking hyphen , Gl. tiret insécable ) "kedell etre parzhioù ul liesger pa virer nad afe da hoskell".

Heñvel dra, e komzer eus Br. esaou anhoskus (Sz. nonbreaking space , Gl. espace insécable ), pa virer a zilinennañ etre daou c'her.