br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


chiffrement, cryptageencryptionennodiñ, enrinegañ

Hollad ar reolennoù evit enbonegañ ur c'hemennad war-benn kuzhat e denor ouzh an dud na biaouont ket ar rineg.

Geriaoueg an domani :

~ Br. ennodiñ "treuzkrivañ un destenn sklaer e rinegenn", Gl. chiffrer, chiffrement, cryptage.

~ Br. enrinegañ "enbonegañ diwar-bouez ur rineg" (hv. ennodiñ ).

~ Br. eznodiñ "treuzskrivañ ur rinegenn e testenn sklaer", Gl. déchiffrer, déchiffrement ; décrypter, décryptage, décryptement.

~ Br. ezrinegañ "ezvonegañ un destenn rineget" (hv. eznodiñ ).

~ Br. rineg b. "boneg kuzh", Gl. chiffre, code secret.

~ Br. rinegañ "treuzskrivañ diwar-bouez ur voneg kuzh", Gl. chiffrer.

~ Br. rinegel aa. "a-zivout ar rinegoù", Gl. cryptographique.

~ Br. rinegenn b. "testenn savet diwar-bouez ur voneg kuzh, testenn ennodet", Gl. cryptogramme.

~ Br. rineger g. —ion "neb o rinegañ", Gl. chiffreur.

~ Br. rinegerez b. —ed "ijinenn ennodiñ-eznodiñ", Gl. cryptographe.

~ Br. rinegoniezh b. "studi ar rinegoù", Gl. cryptologie.

~ Br. rinegoù : gwazerezh g. ar — "rann vaodiernezh o plediñ ouzh ar c'hehentiñ diwar-bouez bonegoù kuzh", Gl. service du chiffre.

~ Br. rinegour g. —ion "arbennigour war ar rinegañ", Gl. cryptographe.

~ Br. rinegouriezh b. "diskiblezh o plediñ gant ar rinegañ ; hollad ar c'halvezderioù ennodiñ hag eznodiñ", Gl. cryptographie.