Dictionnaire de l'informatique
circuit intégré ◊ integrated circuit ◊ amred kevanek
Amred elektronek dastumet en ur glozenn, ouzh e ober parzhioù (oberiat pe c'houzañvat) ret da gefleuniañ un arc'hwel. Oberiet e vez an amred elektronek-se diwar un aozenn unel, ur badellig silikiom da skouer, danzeet diwar-bouez lies pleuskadur lerc'h ouzh lerc'h e doare da enderc'hel elfennoù un amred klok. An amred kevanek a lavarer unvloc'h pa vez erdennet eus ar badellig diazez an holl elfennoù ret da gefleuniañ an arc'hwel, hep degasadenn diavaez. Anez da se, en en lavarer hiron.
Abaoe 1960, amzer ma voe ijinet an amredoù kevanek, n'eo ket paouezet a arwellaat dre ur periad 4 bep 3 bloaz o naouusterioù pennañ : feur kevanegezh, tizh trec'haoliñ, distrewiñ gwrez. Ar familhoù bras mezaozennoù zo (bet) :
~ ar familh DTL (diode transistor logic ◊ mezoni diod transistor) ;
~ ar familh RTL (resistor transistor logic ◊ mezoni harzell transistor) ;
~ ar familh TTL pe T2 L (mezoni transistor transistor) ;
~ ar familh ECL (emitter coupled logic ◊ mezoni ec'hoder koublet) ;
~ ar familh IIL pe I2 L (integrated injection logic ◊ mezoni ensaezhañ kevanek) ;
~ ar familh HNIL (high noise immunity logic ◊ mezoni trouzhangae uhel), mezoni daouvlein ganti hangae uhel ouzh an trouz ;
~ ar familh MOS (metal oxide semiconductor ◊ ledreell oksidenn vetal), mezoni unvlein uhelgevanegezh ganti ;
~ ar familh SOS (silicon on sapphire ◊ silikiom war safir), kalvezouriezh o tanveziñ da zindanad un disfuer, ar safir, dezhañ ul luniadezh strink nes da hini ar silikiom. Hevelep rizh amred zo gantañ ur beveziñ bihan, un hangae mat ouzh an trouz hag ouzh ar skinadoù ionaus ;
~ ar familhoù diazezet war galvezouriezh an arsenidenn c'halliom (AsGa), anezho familhoù mezonioù bepred war ziorren, a c'heder ma tiskennfe ganto an amzer drec'haoliñ dindan an nanoeilenn.