br
fr

Chercher

Dictionnaire de l'informatique

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


confidentialitéconfidentialitydangel g., dangelez g.

Diogelroez o wareziñ ur reizhiad stlennegel pe ar restroù enni ouzh an dud na aotreer ket da gaout diraez enno.

Daou zoare zo bet arveret en istor da wareziñ rin ar c'hemennadoù :

~ ar goloster , ar c'hemennad o kaout daou ster, unan dizolo, intentadus gant an holl, unan kuzh, kendivizat, intentadus gant an dehaezadour hepken (da skouer, ar "c'hemennadoù personel" ec'hodet gant Radio London e doug an eil Brezel bed).

~ ar rinegoù o treuzfurmiñ pep lizherenn eus ar c'hemennad hervez ur voneg anavezet gant an dehaezadour hepken.

▼ Daou zoare zo da zesteriañ ur rinegenn : ezrinegañ (eznodiñ) pa vez graet gant an dehaezadour o piaouañ an alc'houez ; disrinegañ (disnodiñ) pa vez torret ar rin gant un daspaker. E Gl. e vez arveret gant aozerion 'zo déchiffrer evit ezrinegañ décrypter evit disrinegañ.