Dictionnaire de l'informatique
contrôle ◊ check ◊ gwiriañ
Trevnad gwezhiadennoù amkanet da stadañ hag erounezet mat e vez un argerzh.
Daou gemeradur zo d'ar Gl. contrôle : a) ar ster klasel "gwiriañ, evezhiañ war-benn stadañ hag arc'hwelañ mat a ra ur benvegad, ha dik eo un dezrevell, h.a., Sz. check " ; b) ar ster diwanet dindan levezon ar Sz. control "reoliñ, ren, kaout mestroni war, en ur wiriañ war un dro". Er stlennegezh e vez ar gwezhiadur gwiriañ heuliet alies emgefreek gant ur gwezhiadur reizhañ, emellout en argerzh gwiriet, eleze reoliñ. Alese, e vez gant ar Gl. contrôler lies kemeradur etreat ma emañ mesket ar sterioù a) ha b) a genfeurioù disheñvel hervez an dro.
Sl. [commande ▼]